Giulia della Rovere
Neuz
Giulia della Rovere (Casteldurante, 1531 – Ferrara, 1563) a oa ur vaouez a renk uhel en Italia ar XVIvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Francesco Maria Iañ della Rovere, dug Urbino, ha da Eleonora Gonzaga della Rovere e bried.
Dimezet e voe Giulia, e miz Genver 1549, da Alfonso d'Este, ur mab bastard da Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara, ha d'e serc'h Laura Dianti.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar bugel he doe:
- Cesare d'Este (1552–1628), dimezet da Virginia de' Medici.
- Alfonsino d'Este (1560–1578), dimezet da Marfisa d'Este, keniterv dezhañ;
- Eleonora d'Este (1561–1637), dimezet d'ar sonaozour Carlo Gesualdo di Venosa;
- Ippolita d'Este (1565–1602), dimezet da Federico Pico, dug Mirandola.
Goude he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Giulia e 1563, da 32 vloaz, hag addimeziñ a reas an intañv Alfonso da Violante Signa (1546-1609) ha daou vugel o doe.
Poltred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur poltred anezhi gant Tizian a zo war ziskouez er Palez Pitti e Firenze.